Edito - Agenda - Actualités Présentation Instances Programmes Projet Contact
       
 

Dizoloit lizher ar c’heleier er Bastell-Vro !



 

 

Ma peus c’hoant da c’hoût ar programmoù lakaet en o reizh lakait hoc’h anv amañ :

- - - - - - - - - - - - - - - - - -
Ho postel

 

 


Evel a ouzoc’h mac’hat, em eus bet an enor bras da vezañ anvet da brezidant adarre gant Kuzul-merañ ar GIP-ADT ewit ur bloawezh ouzhpenn.
Un digarez eo ewiton da drugarekaat ar C’huzul-merañ en e bezh, dilennidi hag izili ar C’huzul-diorroadur ha strollad teknikel ar Bastell-vro ivez ewit al labour graet gante e-kerzh an daou vloaz tremenet : programmiñ ar C’hontrad-Bro gant ar Rannvro hag aozañ an adgwel anezhañ e 2009, lakaat da dalvezout ar program Leader newez, Karta an endro, program ar yec’hed…
Dalc’het vo michañs er bloaz-mañ al labour a reomp asambles ewit ma vo moien da vont donoc’h barzh ar raktresoù boulc’het dija hag ar re zo o tont evel an hini kinniget e-barzh al lizher-se diwar-benn ar mererezh enframmet war dachenn an aod.
Kavet mat eo bet ivez gant ar C’huzul-merañ rentañ-kont aktiviteoù ar Bastell-Vro e 2009. Ma peus c’hoant da c’houzout hiroc’h war an aksionoù hag ar c’hontoù, peus ken nemet mont war hon lec’hienn Internet. Gwelet ‘vo penaos eo bet dispignet an arc’hant publik fiet ennomp gant evezh ha kiriegezh

Daoust pegen karget mac’h eo ar choulz-mañ gant votategoù rannvro, adstummañ ar strollegezioù-bro, ar c’hriz ekonomikel, ‘m eus fiañs e vo kaset mat da benn al labour omp sañset d’ober gant youl ha c’hoant aktourien Treger-Goelo ewit ma vo diorennet hon zachenn en un doare padus ha kempouez.

Alain ERNOT,
Prezidant Pastell-Vro Treger ha Gouelo



 




 
 


7ème Comité de programmation LEADER à partir de 17h45 à la salle des fêtes 'Michel le Saint' à Plougrescant(sur invitation).


Le prochain Conseil d'administration du GIP-ADT du Pays du Trégor-Goëlo aura lieu le jeudi 17 juin à 17h30 (le lieu sera précisé ultérieurement / sur invitation).


8ème Comité de programmation LEADER à partir de 17h45 à la salle des mariages de la Mairie de Langoat sur la Communauté de Communes du Pays Rochois (sur invitation)


9ème Comité de programmation LEADER à partir de 17h45 à la salle des fêtes à Prat sur la Communauté de Communes du Centre Trégor.(sur invitation)

 
 
 
Laket en e reizh : 23/07/2010 - Degemer - Lizher ar c’heleier - Darempred - Menegoù lezennel -