
Etre ar Mor hag ar Menez emañ Pastell-vro Treger-Goelo, diazeet deus tu ar c’hornog en-dro da Lannuon lec’h ‘vez an darn vrasañ deus an dud o labourat en usinioù telekom-elektronek ha deus tu ar reter en-dro da Bempoull, Plougouskant hag ar Preskil, bro produktourien al legumachoù abred. A-drugarez d’he aodoù hir ha d’he zraezhennoù niverus, e vez sachet kalz a douristed deramañ. Pinvik tre eo ivez ar sevenadur war ar bastell-vro-mañ. Bev ha kreñv eo ar brezhoneg amañ. Implijet ‘vez c’hoazh yezh ar vro war ar maez gant darn ha kelennet ‘vez e-barzh ar skolioù divyezhek, Diwan ha reoù ar stad d’un niver bras a skolidi. War ar memes tachenn sevenadurel, kanerien ha sonerien ar vro a lak an dud da zañsal e-barzh festoù-noz ha gouelioù a-hed ar bloavezh.
Kontañ a ra Pastell-Vro Treger-Goelo 69 kumun, bodet holl, war-bouez diou, e kumuniezhoù-kumunioù pe e Emglevioù-Kêrioù.

Gant ar berzh graet e-touesk kreizennoù enklask ar Bastell-Vro hag an usinioù Telekom-elektronek a-hed bremañ un tregont bloavezh bennaket ec’h eo deut an Teknopol Anticipa da vezañ brudet er bed a-bezh. Da heul al lañs-se ec’h zo bet sachet embregerezhioù newez da greskiñ ar bern, en o zouez France-Telecom R&D, Alcatel, Siemens, Sagem, …
Troet eo muioc’h mui an embregerezhioù krenn ha bihan (10% eus an implijoù war an Teknopol) etrezek hentchoù barrek da reiñ labour d’un niver brasoc’h a dud en amzer da zont : ar sevel tiez, ar c’hirri-tan, an arme…
Ouzhpenn da se ec’h a mat ar jeu gant enklaskoù graet gant ar CEVA war ar bizhin a vez kavet a-leizh war hon aocheier hag gant an embregerezhioù da heul evel ar SOMAIG, laboratouarioù an ARVOR…
Bez’ a zo erfin ul liamm kreñv etre bed an embregerezhioù hag ar skolioù-uhel, IUT hag ENSSAT a vez stummet enne danvez ijinourien, kenkoulz hag al liseoù teknikel.
Evit kaout titouroù ouzhpenn, gwelout :
Agence de Développement Industriel du Trégor-Goëlo (ADIT)
(tél) 02.96.05.82.50 / (fax) 02.96.05.82.55
Site web : www.technopole-anticipa.com
|


Gant un riblennad hir a aocheier eo troet Pastell-Vro Treger-Goelo etrezek ar mor. Reiñ a ra ar mor nerzh d’hon ekonomiezh. N’emañ ket ar besketarien o labourat war ur seurt peskerezh hepken. Ma vez tapet pesked, ligistri, krañked, e vez produet istr ivez a vez klask warne e koulz festchoù fin ar bloaz.Gwerzhet ‘vez ar beskerezh-se gant gwragez ar besketaerien war marc’hajoù ar Bastell-Vro. Met peskerezh ar c’hregin Sant-Jakez an hini eo a ro muioc’h a labour ha gounid d’an dud a vor.
Titouroù :
Comité Local des Pêches du Trégor-Goëlo, Centre Henri Dunant, BP 211, 22504 Paimpol cedex / 02.96.20.94.18. Fax : 02.96.20.94.34.
|


Abaoe fin an XIXvet kantved (Perroz-Gireg 1885) he deus degemeret Pastell-Vro Treger-Goelo touristed a-leizh. Bez ‘zo an deiz a herie peadra da reiñ bod ha boued da ouzhpenn 31000 den.
Brudet tre eo Aodoù ar Vein ruz war dachenn an douristelezh kenkoulz ha porzh-mor Pempoull dre skridoù Pierre Loti ha kanouenn Theodor Botrel, ar Bempoulezenn hag ivez aberioù an Treo, ar Yeodi, al Leger hag an Douron.
Pinvik-tre eo ar Bastell-Vro ivez war an dachenn sevenadurel. E-barzh an douaroù ha partout e kaver a-hed an hentchoù bras ha bihan n’ousped ilizoù, (un iliz-veur hag un abati), chapelioù, manerioù, peulvein, tiez korriganed ha kement zo. A-hed ar bloaz e vez aozet gouelioù hengounel, festoù-noz, diskouezadegoù, kenstrivadegoù sport a bep sort
Titouroù evit pezh a sell an dachenn se :
Gwelout al lec’hienn internet : contact@tregorgoelo.com
Tél. 02 96 91 50 22
|


Troet eo Labour-Douar Pastell Vro Treger-Goelo etrezek al legumachoù. 800 produktour emaint oc’h ober war dro patatez abred, kaol-fleur, tomatez, hariko, artichaod… war un dachenn brazig awalc’h dreist-holl tost d’an aod :
- Kaol-fleur : 14000 devezh-arat
- Patatez prim : 2000 devezh-arat
- Hariko-Koko Pempoull : 3200 devezh-arat
- Artichaod : 4000 devezh arat
- Brokoli : 500 devezh-arat
- Trevajoù e-barzh tiez-gwer pe teltennoù-plastik : 180 devezh-arat
Graet ‘vez produioù Bio gant un dek menaj bennaket.
E-barzh an douaroù e vez savet ivez saout-laezh ha koleoù.
Gant kudennoù stag deus al loened e vez graet enklaskoù e-barzh kreizennoù-esae Pleuveur-Gaoter, Kambr al Labour-Douar, ar Syntec, an UCPT…
Titouroù :
Kambr al Labour-Douar / Syntec - 02.96.22.19.30. (tel) - 02.96.22.17.17. (fax)
|


Ur skouer a virvidigezh.
Bev-mat eo chomet sevenadur Breizh en Treger-Goeloù, betek an deiz a hirie, ha dre se eo kreñv identelezh ar vro e spered an dud. Homañ moarvat, ouzhpenn d’an endro kaer, a-fed natur ha glad, a lak an dud da vezañ stag ouzh o fastell-vro. An identelezh-mañ an hini a lak ar vro da vezañ buhezek ha da grouiñ, da chom digor war ar bed, da zedennañ (embregerezhioù, touristelezh...), da ziwall kalite hon buhez ha da viret liammoù sokial en hon c’hevredigezh.
Ar brezhoneg
Treger-Goeloù zo deuet a-benn da viret e yezh. A-drugarez d’ar c’hevredigezhioù ha strollegezhioù o vroudañ an divyezhegezh er vuhez foran eo chomet bev ha buhezek ar brezhoneg ha kalz a vrezhoneg a vez komzet er vro. Estroc’h evit ar c’hentelioù d’an dud deuet e vez aozet beilhadegoù ingal (abadennoù sonerezh, kontadennoù, c’hoariva...). Kreñv eo ar skolioù Diwan ha divyezhek : tro 800 skoliad a vez skoliataet en brezhoneg. Stardañ a reont al liamm a zo etre ar remziadoù hag a-wechoù e sikouront ar bourkoù bihan da viret skolioù war ar maez. En tu-hont da se zo un toullad kevredigezhioù ha tud ouiziek a vez o studiañ don pinvidigezhioù ar brezhoneg, hag a embann ingal pennadoù, studiadennoù, pladennoù, romantoù, barzhonegoù, levrioù evit ar vugale ha kement zo.
Sonerezh Vreizh
Er bastell-vro zo bet kontet ouzhpenn da 350 soner o c’hoari ingal. Meur a festival zo brudet e-maez ar rannvro, hag a ro tro da zegemer ha da eskemm gant sevenadurioù all ar bed (Gouelioù an Hortensia, Gouelioù ar C’hanaouennoù Martolod e Pempoull, Festival Dañs Treger...). Skolioù sonerezh ar vro zo ur rann muzik hengounel enne, o wellaat ingal a-feur ma ya ar c’helenn war vicherelaat. Gant al luderien hag an tiez-embann a zo staliet er vro ivez e c’haller lavaret emañ en Treger-Goueloù holl dachennoù hon sonerezh, eus ar c’hentelioù betek an embann pladennoù.
Dañsoù Breizh
N’eus ket kalz a zañsoù hengounel hag a vefe ganet er c’hornad-bro-mañ. Ha daoust da se eo stank ar c’hentelioù dañs e parrezioù ar vro. Kelc’hioù keltiek a gaver e meur a gumun ha festoù-noz a vez a-hed ar bloaz (etre 3 ha 5 fest-noz e pep dibenn-sizhun, war tachenn ar bastell-vro)
Dibar eo hon bro a-drugarez d’hec’h identelezh. Abalamour da se e oar an holl pelec’h emañ Treger-Goeloù, hag aezetoc’h a-se e vez an eskemmoù gant hon amezeien. A-bouez eo derc’hel da strivañ evit mirout bev ha yaouank hon bro, ma faot dimp treuzkas an holl binvidigezhioù-mañ d’ar remziadoù da zont.
Aezetoc’h eo, ha gwelloc’h marc’had war-un-dro, mirout ur sevenadur yac’h, eget adreiñ buhez dezhi pa vez bet gortozet re.

|